Priz Bras Bahrain (arabeg : جائزة البحرين الكبرى) zo ur redadeg Formulenn 1 aozet e Bahrein abaoe 2004, bep bloaz war-bouez e 2011. Ar Priz Bras kentañ dalc'het er Reter-Kreiz eo. Peder gwezh e oa bet redadeg kentañ ar bloaz, oc'h eskemm he flas gant Priz Bras Aostralia e 2006 pa oa bet daleet redadeg Aostralia abalamour da C'hoarioù ar C'hommonwealth, e 2010, hag implijet ar bloaz-se stumm hir an droiad da lidañ 60vet kevezadeg ar Formulenn 1, e 2021 pa oa bet nullet Priz Bras Aostralia abalamour d'ar bedreuziad COVID-19 hag e 2022 da chom hep beajiñ etre esaeoù rak-koulzad a oa bet dalc'het e Barhein. Abaoe 2014 e vez redet diouzh noz.
E 2011 e oa bet nullet ar redadeg abalamour d'ar manifestadegoù a-enep ar gouarnamant. Distroet e oa e 2012 daoust ma oa tamallet d'ar vro chom hep doujañ da wirioù an dud.